Deuet eo skipailh Bali Breizh da gomz gant Faned Pessel Labbay, kenurzhierez KEAV abaoe 2022. Kinnig a ra Faned obererezhioù KEAV: ar skol-Hañv, an dibennoù-sizhun Brezhoneg er familhoù. Skignet e vo ur reportaj diwar-benn ur staj a zo bet e Brasparzh e Ti menez Are e miz du 2021.
Ma n'ho peus ket c'hoant da selaou eus an abadenn a-bez e c'hallit mont d'ar vunutenn 11 betek ar vunutenn 14.
Temoù an abadenn:
En-dro da Landreger e pourmen Bali Breizh.
Trede abadenn an heuliad a zo bet filmet e Landreger, Kerborzh ha Priel.
E Landreger, en he c’hêr, e kej Goulwena gant Faned Labbay. Daou vloaz zo e ro bod da valeerien pe tud war velo en he liorzh : en ur garavanenn, ul loch pe dindan un deltenn. Ur 400 den a vez degemeret bep bloaz gant « Bod e ti Faned ». Abaoe 2017 2022 e labour ivez evit ar gevredigezh KEAV hag a ginnig ur staj brezhonek pep bloaz e miz Gouere, ha dibennoù-sizhun e brezhoneg evit ar familhoù. Prezidantez Kuzul Skoazell skol Diwan Landreger eo ivez evit digeriñ ur skol Diwan eno a-benn miz Gwengolo 2025.
Peizant eo bet Michel Merdy e Pouldouran. Trakteurien en deus bet mes atav en deus bet plijadur o labourat gant e gezeg, ha bremañ p’emañ war e leve en dez atav. Kelaouadenn.
E « L’instant T » e Kerborzh e kej Thelo gant Grégoire Hennebelle. Bet savet en ur familh muzisianed en deus sonet violoñs ha biniou. Ur spered dieub eo. Skrivañ a ra kanaouennoù brezhoneg da zisammañ e galon hag e spered. Unan eus e ganaouennoù a gan deomp : « Ar paour kaezh barzh bihan ».
E Priel e bord ar Gindi e kej Goulwena gant Simon Jadé. Labourat a ra e Lannuon Treger Kumuniezh, evit lakaat kempenn ar gwenodennoù, en arvor hag en argoad. C’hoant en deus gwelet muioc’h a dud o pourmen en argoad da ziwall muioc’h gwenodennoù an arvor ha peogwir eo brav re an argoad ivez.
Evit kement-mañ e kinnigont pourmenadennoù. Kaoz zo ivez eus ar stourm ouzh plantennoù aloubus. Al lin en doa pinvikaet ar vro-mañ e-pad kantvedoù, mes en ugentvet kantved e oa bet ankounac’haet penaos e veze labouret. E 1990 e oa staget Saig (Fañch) Jestin da gempenn poulloù ogiñ lin, ha delc’her ‘ra ‘tav da ober.
Kelaouadenn.
Ur rann nevez eus hon heuliad keginañ « A ta Chef ! », sevenet gant Yann-Herle Gourves : Kig-moc’h karamel aozet gant Tangi Simon.
Abadenn e brezhoneg kinniget gant Goulwena an Henaff ha Thelo Mell ; renet gant Mael Gwenneg ; kenurzhiet gant Mael Kernalegenn, Sonia Zaoumi, Yowan Denez ha Ronan Hirrien, istitlet gant Sonia Zaoumi ha Céline Piel ; sevenet gant Avel Corre hag Emmanuel Roy.