logo keav

Staj kan

 

Digor eo d'an holl vrezhonegerien ampart war ar yezh.

 

Ar bloaz-mañ e vo ar staj d'an 12 ha 13 a viz Here e Plouneour Menez kaset en-dro gant

Sofi An Huñseg ha Gi Peñseg

 

• Priz: 60€ (degasit ho piknik ganeoc'h evit ar Sadorn kreisteiz)

•Evit bout efedus e vo degemeret 15 den d’ar muiañ a c'hello chom da gousket e ti Joel Kerne (chomlec'h: An Enez (l'île), Plouneour Menez).

• Palioù ar staj :

  • Deskiñ teknikoù kan
  • Deskiñ sonennoù : da selaou, da zañsal, da gerzhout en ur vont da vale.
• Program ar staj :

Ar Sadorn

➢ Adal 9 eur hanter : degemer

➢ 10 eur- 10 eur ha kard : teknikoù kan

➢ 10 eur ha kard : sonennoù d’ar-poz, sonennoù da vale ha da zañsal

➢ Da noz : fest-noz e ti Joel Kerne

Ar Sul

➢ Adal 9 eur hanter : baleadenn (hervez an amzer) da lakat e pleustr ar sonennoù da vale bet desket d’ar Sadorn (n’ankouezit ket ho potoù)

➢ Adal 2 eur : sonennoù en-dro

➢Echu da 5e

Na zisoñjit ket :

• botoù da gerzhet , ma vo brav an amzer ez aimp da vale en ur soniñ ar Sul vintin,

• un dra evit enrolliñ,

• un tas evit tapet kafe pe te, ul loa vihan,

• Da bep hani da zegas evaj

• Ar re a chom da gousket : ur sac’h kousket ha linselioù

 

 

 

Titouroù ha fichenn-enskrivañ

Stumm .doc

Stumm .pdf

 

 

Evit ma vo kadarnaet hoc'h enskrivadur kasit anezhañ a-gevret gant ho chekenn da Keav en a-raok : KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER.

Titour oc’hpenn : Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.

logo facebook

  

 

Tud nammet:

Mont e darempred ganimp evit studial ho koulenn hag an ezhommoù kempouezañ: 02 98 95 59 31

 

Stummadur dibaouez:

Ar stajidi a c’hall goulenn ma vo paeet o staj dezhe gant stummadur dibaouez o embregerezh. Savet e vo un emglev etre o embregerezh ha KEAV.  A-raok kas o fichenn-enskrivañ e rank ar stajidi mont e darempred gant ar c'henurzhierezh (Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.).

 

Kenweturiñ:

Gallout a rit en em aozañ gant al lec'hienn: 

 https://www.bev.bzh/

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breizhad, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h nag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz en lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh