Diwar-benn an holl stajoù
Ma live e brezhoneg
Daoust hag-eñ eo uhel a-walc’h ma live evit gallet bezañ e kamp KEAV ?
Gwir eo dav eo respont d’ar goulenn-se. Ne c’hall ket un den ne oar tamm brezhoneg ebet bezañ e staj KEAV : er staj e vez ar vuhez e brezhoneg penn-da-benn, ne vez implijet nag ar galleg na yezh all ebet estreget ar yezhoù keltiek all (rak n’int sellet evel estren ganeomp, evel kindirvi kentoc’h !). Met ne vez ket goulennet digant an nevez stajidi gouzout kaozeal da vat a-raok dont, (roll ar staj a zo just a-walc’h sikour ar stajidi da gaozeal brezhoneg) met bezañ desket trawalc’h a draoù evit, a-drugarez d’ar staj, gallet en em lakaat da gomz. En ur mod all, ma ho peus graet nemet ur bloavezh kentelioù-noz, unan bep sizhun ha diwar-skañv da lavaret eo hep labourat start etre ar c’hentelioù, neuze, ar staj a vefe start-tre deoc’h… Dav bezañ graet, d’an nebeutañ, ur bloavezh kentelioù-noz o labourat da vat, pe neuze daou vloavezh ha gant un tamm labour memestra ! Talvoudegezh ul live A2 en DBY a zo mat ivez da skouer.
Gouzout a ouzon mat brezhoneg, lenn ha komz aezet a ran, daoust hag-eñ ne vo ket re « skañv » staj KEAV evidon ?
Ar c’hentañ tra : ar vuhez er staj a zo e brezhoneg penn-da-benn : n’eo ket aezet kaout un degouezh evel-se ma c’haller komz brezhoneg e pep degouezh. Brezhonegerien ampart all a zo ivez hag traoù a c’haller deskiñ gante… Obererezhioù a bep seurt a vez : kaozeadennoù, pourmenadennoù ha c’hoarioù e-kerz an devezh, beilhadegoù en oaled ! Gwir eo, un dra a zo kajus evit lod : da un eur noz e serr an oaled !…
Kentelioù uhel mat a zo er c’hamp. Er c’hentelioù brezhoneg, er c’hentelioù war ar brezhoneg « diouzh ho live » evel e vez lavaret er follennoù brudañ, ez eus ul live uhel a vo diouzh ho krad. Bez ez eus ouzhpenn-se ar rummadoù war un tem resis a vez studiet e brezhoneg : sellit ouzh ar program, sur e kavoc’h un dra hag a blijo deoc’h…
Priz ar stajoù
Pegement e koust ar stajoù ?
Ar frejoù pedagogel, ar boued hag al lojeiz, pep tra a zo er prizoù-se:
- Devezh-studi: 40€ an devezh
- Staj-kan: 95€ an dibenn-sizhun
- Skol-Hañv: 350€ ar sizhunvezh
- Brezhoneg er familhoù: hervez ar raktresoù
Bez ez eus prizioù a-ziforc'h evit ar studierion, an dud dilabour, ar stajidi o tont dre ar stummadur dibaouez hag ar re a c'hall bezañ skoazellet mod pe vod. Rankout a rit paeañ an hanter pa’n em enskrivit evit ar staj, an hanter all a baeoc’h pa voc’h e Kastellin, el lise. Evit ar vugale, ar priz eo an hanter eus ar priz a vez paeet gant o zud.
Evit piv e vez skoazelloù arc'hant ?
A bep seurt doareoù da gaout sikour arc'hant a zo. Ne vez ket heñvel bep bloaz, merket e vo er program war al lec’hienn, diouzh ar pezh a vo ar bloaz-mañ.
Met gallout a reer menegiñ ez eus un niverenn stummadur dibaouez gant KEAV. Ar stajidi a c’hall goulenn e vefe paeet o staj dezhe gant stummadur dibaouez o embregerezh. Bezañ stummet a-hed e vuhez a zo unan eus gwirioù an den (DIF e galleg).
Graet vez un distaol d'an danvez kelennerien, d'ar gelennerien pe d’ar skolaerien, d'an Asemoù, d'an AESHed, d'an dud dilabour. Skivit deomp hag e vo kaset deoc'h ar paperioù a ranker da leuniañ.
Al lojeiz
Peseurt lojeiz a vo ?
Boaz e vez KEAV da aozañ stajoù e lec'hioù gant peadra da gousket ha da zebriñ:
- Devezh-studi: Amzer Nevez
- Staj-kan: Amzer Nevez
- Skol-Hañv: Lise al labour douar
- Brezhoneg er familhoù: hervez ar raktresoù: kreizenn-vakañsoù pe tachenn-gampiñ gant jitoù.
Ar vugale
Daoust hag-eñ e c’hallan bezañ e staj KEAV gant ma bugale ?
Gant ho pugale e c’hallit bezañ e-pad ar c'hamp-Hañv hag an dibennoù-sizhun Brezhoneg er Familhoù. Ne vo ket degemeret ar vugale evit an devezh-studi nag ar staj-kan.
Diwar-benn ar staj-Hañv
Pelec’h emañ Kastellin ? Petra a c’haller gouzout diwar-benn Kastellin ?
http://www.geobreizh.com/breizh/fra/villes-fiche.asp?insee_ville=29026
E departamant Penn-ar-Bed emañ Kêr-Gastellin, tregont kilometr eus Kemper war lez an hent-tizh Kemper-Brest, pemp kilometr ha hanter-kant diouzh Brest. Ur gar a zo e Kastellin ha gant an treñ a c’haller dont da Gastellin…
Ur vro gaer eo Bro Kastellin a-hend-all. War vord ar ster Aon ema Kêr-Gastellin (ar ster-Aon hag a zo war un dro lodenn diwezhañ ar ganol anvet « ar ganol eus an Naoned da Vrest »), brav eo pourmen war lez ar ster-se. Un iliz kozh adkempennet brav ha dismantroù ar c’hastell a c’haller gweladenniñ.
Brud en doa bet Kastellin a-drugarez d’ar Ster Aon (pe d’ar ganol) da gentañ eveljust... Brud en doa ivez abalamour d’ar redadegoù-beloioù a veze aozet e Kastellin war un droiad a-zoare gant ar c’hra brudet, « Stang-ar-garront ». Jos Le Doare, un embanner kartennoù-post brudet a oa eus Kastellin, e stal a zo c’hoazh e Kastellin…
E Bro-Gerne ema Kastellin, e-kreiz ar vro vrezhoneger. Ur brezhoneg ha n'eo ket re ziaes da gompren gant an deskarded hag a glever c'hoazh e kêr da zeiz ar marc'had (d’ar yaou, a-hed ar c'haeoù, an deiz-se e vez mizer gant ar re a vez gant o c'hirri, gwell bout war droad ! ). Un toullad brezhonegerien a-vihanik eus ar vro a anavezomp ha laouen e vint da zegemer ac’hanoc’h da vrezhonegañ…
Penaos mont da Gastellin ?
Gant ur c’harr-tan evit an hini en deus unan eveljust ! Henchoù brav a gas da Gastellin…
Kenweturañ a c'hallit ober a-hend-all (bev.bzh). Dont a ra kalz tud gant o c'harr, alies e vez plas gante, evit ur brezhoneger dreist-holl !
Gant an tren e c'haller dont ivez. Lavarit deomp da bet an eur en em gavoc’h, unan bennak ac’hanomp a yelo d'ho kerc’hat. Gallout a reer mont war droad eus ar gar d'al lise, evit unan a zo kustum da gerzhet, n’eo ket ken pell se, (20 munutenn sañset, sellit ouzh ar brastres), met gant malizennoù pe evit unan ha n’eo ket kustum, ez eo hir a-walc'h memestra !
Pelec'h e vin lojet ?
E lise Labour Douar ar ster Aon, e Kastellin, e-lec’h ma vez ar staj : ur savadur bras, modern. Ur skol-lojañ eo al lise: kambreier 4-5 den, gant ur burev hag un armel evit pep hini (n'eus doug-dilhad ebet en armelioù avat). Ar privezioù hag ar salioù-dour a zo e penn an trepas, met n’emaint ket pell eus ar c'hambreier. Bez ho po un nebeud traoù da zegas: ur sac'h kousket eo an aezetañ ; met ul liñsel a rankit degas ivez : war matarasennoù ar gweleoù ez eus goloennoù, met ne c'haller ket kousket war eeun warne. Ul liñsel a-zindan a ranker kaout. Mod all, ma n’eus sac’h kousket ebet ganeoc’h, e rankoc’h degas 2 liñsel hag ur pallenn e-lec'h ar sac'h kousket. Ha sac’h-kousket pe get, gant ur goubenner e vo aezetoc’h deoc’h. Ul lamp-godell a vo mat deoc’h kaout ganeoc’h evit chom hep dihun an holl er gambr ma'z eo ret deoc'h sevel diouzh an noz. Stoufoù skouarn a c'hallo servij deoc’h ivez kenkas hag e vefe unan bennak o roc'hal re greñv e-barzh ho kambr ...
Bez ez eus ivez un dachenn gampiñ en tu all d'an hent, just dirak al lise. Ma fell deoc’h kousket dindan deltenn, e vo deoc'h c'hwi avat da welet an traoù gante, n'eus emglev ebet etre int ha ni.
Hag ar boued, penaos e vez graet ? Gallout a reer goulenn boued ispisial ?
En ur self e vez servijet ar predoù evel ma vez graet a-hed ar bloaz. Goulennet e vez digant un embregerez da gas ar boued dimp. War al lec’h e vez tommet gant ur c'heginer a-vicher hag ur skipailh tud a-youl vat. Goulenn predoù vejetarian a c’haller ober, met dav e vo deoc'h lakaat se sklaer war ar folenn enskrivañ, ma c'hallimp reiñ da c’houzout d’ar c’heginour pet pred vejetarianed e ranko urzhiañ. Ar re a rank kaout boued hep glutenn pe gant ur rejim ispisial zo ret dezhe lâret dimp en a-raok ivez.
Adalek peseurt oad e vez degemeret ar vugale er skol-Hañv ?
Bep bloaz e teu bugale da GEAV hag a-viskoazh ez eo bet a-bouez kaout bugale er staj, ur plas brav a vez graet dezhe eta. Gant o zud e rankont bezañ avat. Ne zegemeromp ket ar vugale a zo o-unan hep o zud.
Ar vugale a zo etre 6 vloaz ha 17 vloaz a vez aozet obererezhioù evite. Degemeret e vezent en ur greizenn-dudi « ALSH » (Accueil Loisirs Sans Hébergement e galleg) buhezet gant animatourien diplomet (DABU). Digor eo an "ALSH" etre 9e ha 5e evit an obererezhioù gant un diwallerezh adalek 8e45 ha betek 5e 15 d'an noz. Evit pred kreisteiz e chom ar vugale dindan kiriegezh ar "greizenn" evit ma yafent war-raok gant ar brezhoneg ouzh taol ha krouiñ ur spered a-stroll etre ar vugale, hag etre ar vonitourien hag ar vugale. Da goan e c'hall ar vugale bezañ gant o zud ha lakaat ar pezh o deus desket e pleustr. Ar vugale a vez dindan kiriegezh o zud eta etre 5e15 d'enderv ha 8e45 mintin.
A-bep seurt obererezhioù a vez graet, diouzh oad ar vugale, diouzh an amzer hag ar mare en devezh. Strolladoù hervez oad ar vugale a vez aozet. Ar re vrasañ (10/14 vloaz)a vez kinniget dezhe ober anaoudegezh gant an tro-war-droioù, a-wechoù war varc'h-houarn. Kousket a reont neuze dindan teltennoù e-pad div pe deir nozvezh. Pep tra e brezhoneg eveljust. Ar vugale adalek 15 vloaz a c'hell heuliañ ar c'hentelioù evel an dud gour.
Er greizenn-dudi ne vez ket degemeret ar vugale etre 0 ha 6 vloaz (ar reolennoù degemer a zo disheñvel). Ne vez aozet netra avat evit ar vugale-se… An dud a zo en degouezh-se a c’hall dont gante ivez, met ne vo ket aezet dezhe kemer perzh en ur rummad ar sizhun gentañ. An eil sizhun e vez degemeret an tadoù hag ar mammoù (pe an tadoù-kozh, ar mammoù-kozh, ...) gant o bugale yaouank er strollad "Brezhoneg er familhoù". Ar vugale goude 6 vloaz ne fell ket dezhe mont d'ar greizenn-dudi a c'hall chom gant o zud er rummad-se.
N'on ket evit gouzañv kentelioù-kador, peseurt doare kentelioù a vez kinniget gant KEAV ?
Ar re a zibab kentelioù diouzh o live (ne komzomp ket eus ar rummadoù tematik) a vez lakaet diaes gant se : n'eus ket kentelioù kador e kamp KEAV ha se abaoe pell. Strolladoù bihan a-walc'h a zo, daou gelenner e pep rummad d'an nebeutañ, gante doareoù kelenn modern. Lakaat a reomp ar pouez war ar c'homz, implijet vez c’hoarioù-kelenn evit reiñ tro d'ar stajidi da labourat, en o unan, pe daou ha daou pe c'hoazh a strolladigoù.
Petra eo implij amzer un devezh staj ?
Setu dre vras an implij amzer (chenchamantoù a vez deizioù zo..)
An dijuni a vez etre 8 eur ha 9 eur nemet kart. Ar c’hentelioù a vez eus 9 eur betek kreisteiz (gant un troc’h e kreiz ar mintinvezh). En endervezh e vez kentelioù deus div eur betek pemp eur, gant un troc’h e kreiz ivez. Koan e vez da 7 eur hanter. Obererezhioù a vez kinniget e-maez ar c’hentelioù, beilhadegoù a vez ordin diouzh an noz e oaled ar c’hamp. Un implij amzer a vo roet deoc’h e penn kentañ ar staj.
Petra a rankan kas ganin ?
- Evit studiañ: pe e vefec’h en ur strollad-yezh da studiañ brezhoneg pe en ur rummad da studiañ un danvez bennak, e rankit digas ar pezh a vez degaset da vont e forzh peseurt skol, anez disoñjal paper ha peadra da skrivañ ! Ur geriadur hag ur yezhadur a zo mat deoc’h kaout ivez, hag a rankit degas eta.Evit ar re a zo en ur rummad bennak, e rankit ouzhpenn neuze sellet pizh ouzh program ho rummad da c’houzout petra a ispisial a vez goulennet diganeoc’h degas… Ar WiFi e c'haller ober gantañ, e lec'hioù zo er savadur, pas er c'hambroù avat. Roet e vez deoc'h ar c'hod e deroù ar staj.
- Evit kousket: SO "Pelec'h e vin lojet".
- Evit an diduamantoù, digasit kement tra a blij deoc’h !… Ar re a oar seniñ ur benveg bennak, degasit anezhañ eveljust. Ar re a oar kanañ brav, na zisoñjit ket degas o mouezh. A-hend-all e c’hallit degas filmoù, peadra da c’hoari : kartoù, boulloù, paledoù…Na zisoñjit ket degas dilhad-glav. Ne ra ket glav alies e Kastellin, met ne ouezer morse ! Ar re a zeu gant ur c’harr-tan a c’hall degas botchoù (heuzioù) zoken. Ne vez ket a zour-beuz e Kastellin e miz Gouere, met pourmenadennoù a vez gwech ha gwech all war ar maez ha pa ra glav, kaout botchoù a c’hall rentañ servij…Degasit ivez dilhad sport, botoù kerzhet, dilhad kouronkañ (ur poull a zo stok ouzh ar skol hag ar mor n'emañ ket pell).
Penaos leuniañ ar follenn enskrivañ ? Penaos gouzout ma live ?
Dleet eo deoc’h leuniañ aketus ar follenn enskrivañ mar plij ! Diwar ar follennoù-se e savomp ar strolladoù. Arabat leuniañ-se diwar skañv ! Leuniañ ar goulennoù war ho parregezh gant aked, hep fougeal nag en em ziskouez re uvel, leugnit anezhe en un doare naturel. M’ hoc’h eus tremenet un test-arnodenn evel an DBY pe an testoù ar portofolio (A1 ; A2 ; B1…) e c’hallit respont el linenn espres evit-se. Goulenn a reomp diganeoc’h respont d’ar goulennoù all ivez : servij a ra deomp da geñveriañ gant ar re n’o deus ket tremenet ar memes test-arnodenn ha c’hwi.
Stummadur-dibaouez
Ar stajidi a c’hall goulenn ma vo paeet o staj dezhe gant stummadur dibaouez o embregerezh. Savet e vo un emglev etre o embregerezh ha KEAV. A-raok kas o fichenn-enskrivañ e rank ar stajidi mont e darempred gant ar c'henurzhierezh (Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.).