Souten a ra KEAV galv kenstroll "Evit ma chomo bev hor yezhoù":
Deuit niverus d'ar vanifestadeg
Diwar lec'hienn Diwan:
E miz Mae 2021 e oa bet votet al lezenn evit gwareziñ glad ar yezhoù rannvro hag o diorren, anvet “lezenn Molac”, hag a oa bet freuzet kerkent un darn anezhi gant Kuzul ar Vonreizh.
Abaoe, ur meizadur strizh eus mellad 2 ar Vonreizh (a embann peurgetket ez eo galleg yezh ar Republik) a gendalc’h da vezañ enebet bewech ouzh kement araokadenn posubl evit hor yezhoù, hag an diaesterioù a vez lieskementet.
- Statud an anvioù Fañch, Iñaki, Aña, Artús n’eo ket bet sklaeraet c’hoazh hag ar frankiz da zibab ranganv hor bugel gant un arouez “diakritek” a vez lakaet e kont bepred.
- Ar strollegezhioù publik a fell dezho diorren implij hor yezhoù en ensavadurioù a zo bet tamallet bewech hag o divizoù dizarbennet gant ar C’huzul Stad pe al lez-varn melestradurel (Polinezia c’hall, kumunioù katalan Elne, Port-Vendres, Amélie-les-Bains ha Tarerach, Strollegezh tiriadel Korsika, anaoudegezh kenofisiel ar c’hreoleg e Martinig)
Stad ar c’helenn a ya war washaat gant
- “ankounac’h” ar yezhoù rannvro da geñver adaozioù ar skolaj, adaozioù al lise, “kenstok ar gouestoni” ha bremañ da geñver adaoz stummadur ar vistri;
- o steuziadur diouzh amprouennoù ar vachelouriezh ha n’eo nemet dre ar stourm n’eo ket bet graet kemend-all evit ar Breved er bloaz-mañ.
- an diouer a bleustr evit kelenn ar yezhoù rannvro d’an holl skolidi en tiriadoù a garfe, evel m’eo enskrivet e lezenn 2021, rak n’eus tamm peadra ebet ouzhpenn a-berzh ministrerezh an Deskadurezh Vroadel evit aotren tizhout ar pal-se.
- Evezhiadurioù Kambr rannvro Breizh ar c’hontoù o verkañ diasurded lezennel kelc’h-lizher an Deskadurezh Vroadel e 2021 (a zo sañset gwareziñ ar c’helenn dre soubidigezh, da heul distaol Kuzul ar Vonreizh) pa c’hell bezañ lakaet e kont forzh pedavare gant kement gouarnamant nevez.
- An nann-gevratiñ gant Scola Corsa hag a adnevezadur ar c’hevratoù gant Seaska ha Diwan.
Ne c’hell ket hor yezhoù bevañ en disurentez-se. Ezhomm o deus ne vefe ket lakaet e kont ar pezh a zo bet savet betek-hen. Ezhomm o deus e vefe kreñvaet o raktresoù da zont. Ezhomm o deus ur surentez lezennel a c’houlenn ur cheñchamant er Vonreizh adal bremañ.
Gervel a ra neuze ar c’henstroll Evit ma vevo hor yezhoù d’en em gaout a-stroll e bro Euskadi, e Breizh, e bro Elzas, e Katalonia, e bro Okitania hag e kement lec’h all e kont d’ar Sadorn 1añ a viz Even 2024 evit goulenn ur cheñchamant er Vonreizh bremañ evit ma c’hellfomp bevañ en hor yezhoù !
Aodoù-an-Arvor
Gwengamp : 34 straed ar Marichal Joffre
Lannuon : 9 straed Joseph Morand
Sant-Brieg : 3 plasenn ar Jeneral de Gaulle
Penn-ar-Bed
Brest : karrez Alphonse Juin
Montroulez : 9 bali ar Republik
Kemper : 42 boulouard Dupleix
Il-ha-Gwilen
Redon : plasenn ar Jeneral de Gaulle
Roazhon : 3 straed Martenot
Liger-Atlantel
Naoned : 6 kae Ceineray
Mor-Bihan
An Oriant : kae Rohan
Pondi : 8 straed François Mitterrand
Gwened : 10 plasenn ar Jeneral de Gaulle