logo keav

 

E-kerzh skol-Hañv Kastellin e oa deuet skipailh Brezhoweb da filmañ ac'hanomp.

Trugarez da Dewi Siberil hag Armel Roudaut evit o labour!

 

Brezhoweb logo 

 

Brezhoweb KEAV

 

Miz Gouere, miz K.E.A.V… Peder lizherenn vurzhudus a zo bet klevet gant tout an dud o teskiñ brezhoneg moarvat ! Met a-raok bezañ lakaet e dreid ‘ba koshañ staj brezhoneg ar vro ‘vez diaes gouzout piv eo an dud ‘n em gava eno bep bloaz ha peseurt mod ‘tremen an traoù… ‘Faot ket klask pemp troad d’ar maout ‘vit goût hiroc’h, deomp d’ober un tañva ‘ba Kastellin !

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breizhad, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h nag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz en lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh