logo keav

Daoust d'an niver bras a-walc'h a gampoù kinniget e Breizh a-bezh a-hed ar bloaz, e chom kamp KEAV zisheñvel meurbet diouzh ar c'hampoù all evit meur a abeg.

Da gentañ reolenn ar « brezhoneg hepken » eo lezenn ar c’hamp. Abaoe an deroù, abaoe kentañ kamp KEAV ez eo ar brezhoneg yezh nemeti ar staj, n’eo ket e-pad ar c’hentelioù hepken, met an devezh-pad (hag an nozvezh-pad zoken !), e pep degouezh a zo : e-pad ar predoù, ar pourmenadennoù, ar c’han, an dañs, ar gweladennoù, ar c’hoarioù, ar beilhadegoù hag en oaled  ar c’hamp…

D’an eil, er-maez eus ar c’hentelioù, e vez kinniget obererezhioù a bep seurt a-hed an deiz pe dost d’ar stajidi : n’eus ket kalz a amzer vak d’ar re a zo kontant kemer perzh en holl anezhe. Pep hini zo un digarez d’ober gant ar brezhoneg. E-touez an obererezhioù-se, menegomp : kaozeadenn etre ar stajidi, pourmenadennoù, atalieroù, kan, prezegennoù war danvez pe zanvez, mont da welet tud deus ar vro.

Ar vuhez er staj a zo e brezhoneg penn-da-benn. Ar gelennerien a vez er staj a-hed an deiz, etre ar c’hentelioù : gallet a ra ar stajidi debriñ e-kichen ar gelennerien, e gelennerien pe reoù all… Goude koan, diouzh an noz, e vez an holl, stajidi ha kelennerien, asambles en oaled o varvailhat, dirak bep a vanne ken buan all. Ha dre vras, bem-noz, e vez ur veilhadeg bennak… Un dra all zo c'hoazh : chom a ra KEAV distag eus pep strollad politikel. Pa vez un diviz bennak, e c’hall pep hini, stajidi, kelennerien, buhezourien, reiñ e soñj, difenn anezhe met goulennet e vez digant pep hini doujañ d’ar re all, d’o c’hredennoù ha d’o mennozhioù... Ha pa vez echu an diviz, e vez echu an tabut ivez… Ha ne vez graet tamm bruderezh evit ar strollad-politikel-mañ-strollad… Daoust da se, n’eo ket KEAV diseblant pa vez kaoz eus kudennoù ar yezh, kudennoù ar vro. Abalamour da se e vez degemeret gant KEAV kement den a ginnig prezegenn pe gaozeadenn a-berzh un aozadur hag a stourm war an tachennoù-se, o toujañ ouzh an demokratiezh… Ha gant ma vo e-maez ar c’hentelioù ha gant ma vo plas er program, rak gwall garget eo an implij amzer ha ne chom ket kalz a amzer vak…

Abaoe 2012 e tegemer KEAV ur skoazell arc'hant digant ar Rannvro. A-drugarez d'ar skoazell-se e c'hellomp goprañ un hanter-bost labour ha derc'hel izel priz ar staj evit ma c'hellfe an holl kemer perzh. Ne cheñch ket kalz a dra evit KEAV : dizalc’h e chom, en he doareoù da gelenn, en he stourm evit ar yezh. Hor gouestl : difenn ha reiñ muioc’h a lañs d’ar yezh, sikour ar brasañ tud ar gwellañ d’ober gant ar brezhoneg.

Evit echuiñ ur ger diwar-benn ar priz. N’eo ket gwall ger priz ar staj abalamour ma ne fell ket da g-KEAV ne c’hallfe ket tud 'zo ober ar staj abalamour d'ar priz… Ha gallout a ra hen ober a-drugarez d’ar gelennerien a vez o kelenn a-youl vat e kamp KEAV, evit netra…

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breton, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp e-lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget hini emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz e lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a Vro-Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh