logo keav

sans catégorie

Mise en page à effectuer + liens

 

Aet eo Armelle d’an Anaon ! Hi hag a oa kement a startijenn enni !

E 1997 e oa-hi evit ar wech kentañ e Kamp KEAV. Ha bep bloaz war-lerc’h e oa ganeomp. Stajiadez ar bloavezhioù kentañ ha kelennerez da c’houde, kelennerez er strollad 1, ar strollad diaesañ. Ha na zisoñjomp ket ar c’hentelioù kelenn he deus displeget meur a wech dirak studierien ar Master divyezhek gant kement a berzh. Ur plac’h chichant e oa, plijus hag a blije dezhi farsal, hag a wele an traoù atav war an tu mat, barrek da vont dreist da bep skoilh, dizamant eus he nerzh ha hec’h amzer. Nag a blijadur hon eus bet goude ar c’hentelioù, en davarn goude koan, gant tabutoù diehan, diwar-benn ar c’helenn, (an doareoù kelenn hag an digeriñ klasoù ha skolioù nevez, ar stourmoù evit kas da benn he soñjoù en Deskadurezh Stad...) hag hi atav ken laouen, ken sioul, o tisplegañ an traoù meur a wech gant kalz a fent, hep koll pasianted.

Met ouzhpenn kelenn e kamp KEAV a rae-hi. Skolaerez e oa, skolaerez e klasoù divyezhek e Ploeur (pe Ploveur) er Vro Vigoudenn. Ha desevel a rae he div verc’h e brezhoneg. Ezel ha stourmerez en UGB oa bet ivez evel-just, ha Prezidantez e-pad un toullad bloavezhioù.

Adal 1992 e oa sindiket er SNUIPP-FSU hag ezel eus Kuzul ar sindikad. Dilennet e voe da ezel e Burev SNUIPP Penn-ar-Bed e 2007 hag adal 2012 e teuas da vezañ ar sekretourez ennañ hag eil sekretourez FSU Penn-ar-Bed. E-se e veze ivez en ensavadurioù-kreiz ar sindikadoù-se e Roazhon hag e Pariz….

E pep emvod, ouzhpenn difenn interestoù hollek ar skolaerien, e tifenne ar gwir a oa d’ar mammoù ha d’an tadoù da c’houlenn e vefe desket yezh ar vro d’o bugale.

Adal ar bloavezhioù 2000, e oa bet Armelle dileuriad he sindikad e ensavioù departamant an Deskadurezh-Stad hag er C’huzul Akademikel ar Yezhoù-Bro (CALR : Conseil Académique des Langues Régionales). Eus 2012 betek 2016 e voe er Poellgor Teknek an Akademiezh, ensav ma vez ar Rektor kadoriad ennañ hag a zivize diwar-benn digoradur ha klozadur ar c’hlasoù. E pep lec’h e veze doujet dezhi evit he spered lemm.

Enklaskerez pedagogel e oa ivez, ha kensavet he doa un hentenn da zeskiñ lenn ar brezhoneg hag ar galleg war-un-dro. E miz Even 2013 e oa bet pedet gant ar c’h-CREO (Kreizenn enklask war ar c’helenn okitaneg) da zisplegañ anezhi e Skol-Veur Montpellier.

Bep bloaz e veze o kelenn e Kamp KEAV a lavaremp uheloc’h. Kemer a rae perzh en emvodoù gant kinnigoù nevez atav. Adal 2012, abalamour d’ar vugale da vezañ niverusoc’h-niverusañ e kreizenn ar vugale er c’hamp, e sammas ar garg a renerez. Fin ar bloavezh 2014 e oa bet louzaouet abalamour d’he c’hleñved. E 2015 e sikouras ac’hanomp memestra da brientiñ ar greizenn, ne c’hallas ket ren anezhi avat. Ar bloavezh 2016, e sikouras ac’hanomp c’hoazh hag e voe er c’hamp o ren anezhi ur sizhunvezh.

A-raok fin ar bloavezh e lavaras deomp e oa dav dezhi bezañ louzaouet adarre… D’an nozvezh 13 a viz Meurzh 2017 e tremenas d’an oad a 56 vloaz…

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breizhad, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h nag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz en lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh