logo keav

ar Sadorn 15 a viz Meurzh 2014 e Plañvour Mont betek penn gant un nebeud poentoù yezh Yann-Fulub Dupuis

Emober (diverrañ eus an displegadenn) Emober (Poelladenn hag ar reizhadenn) Ken... nemet (displegadenn) Ar renadenn-anv (displegadenn)

lennit hiroc'h

 

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breizhad, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h nag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz en lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh