logo keav

 

D'ar Sadorn 25 a viz C'hwevrer 2023, KEAV a ginnig deoc'h un devezh-studi diwar-benn :

PENAOS GWELLAAT E VREZHONEG ?

UN DREMSELL WAR IMPLIJ GERIOÙ HA STUMMOÙ ZO E BED AR VREZHONEGERIEN NEVEZ DEUET D'AR YEZH.

Pierre Yves Kersuleg

BARREKAAT HA BEZAÑ EMREN WAR DIAZEZOÙ BREZHONEG KLT.

Mikael Madeg

 

Plaketenn

 

Ar stummadur dibaouez

Ar stajidi a c’hall goulenn e vefe paeet o staj dezhe gant stummadur dibaouez o embregerezh. Savet e vo un emglev etre an embregerezh ha KEAV.  A-raok kas o fichenn-enskrivadurioù ar stajidi a rank mont e darempred gant ar c'henurzhierezh (Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.).

Laouenidigezh DS 23

 

 

Fotoioù 2023

Devezh studi 2023 2 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breizhad, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h nag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz en lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh