logo keav

14-20/07/24: Ur rummad "Brezhoneg er familhoù" a vo dalc'het e Kastellin e-pad eil sizhunvezh-staj ar skol-Hañv.

Degemeret e vo ar vugale dindan 6 vloaz gant o zud. Ar vugale vrasañ a vo er greizenn-dudi gant buhezourien pa vo o zud oc'h heuliañ kentelioù.

Muioc'h a ditouroù amañ

 


 

 

Brezhoneg er familho NA 2024

Nevez-amzer 2024:

An dibenn-sizhun nesañ gant Brezhoneg er Familhoù a vo e Perwenan

adalek ar Gwener 5 betek ar Sul 7 a viz Ebrel

  

 

Plaketenn amañ

 Titouroù : Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.

 Enskrivadur:

https://framaforms.org/keav-brezhoneg-er-familhou-nevez-amzer-2024-1708081634

 

Programm (resisadurioù a vo war blas)

Gwener noz: gallout a rit dont adalek 5e30

Sul: echu e vo ar staj tro-dro 4e

 

Tud nammet:

Mont e darempred ganimp evit studial ho koulenn hag an ezhommoù kempouezañ: 02 98 95 59 31

 

Stummadur-dibaouez :

Ar stajidi a c’hall goulenn ma vo paeet o staj dezhe gant stummadur dibaouez o embregerezh. Savet e vo un emglev etre o embregerezh ha KEAV.  A-raok kas o fichenn-enskrivañ e rank ar stajidi mont e darempred gant ar c'henurzhierezh (Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.).

 

Kenweturiñ:

Gallout a rit en em aozañ gant al lec'hienn: 

https://www.bev.bzh/

 

Goude ar staj:

IMG 20240407 120424

Fotoioù ar staj

Pennad en Télégramme (18/04/24)  PDF ar pennad

 

Dibenn-sizhun an diskar-amzer: 8-10/11/24 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breizhad, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h nag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz en lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh