logo keav

 staj kan 210625

 

Digor eo d'an holl vrezhonegerien ampart war ar yezh.

 

Ar bloaz-mañ e vo un staj kan d'an 21 a viz Even (ne vo ket d'ar 07/06/25) e Porzh-Loeiz kaset en-dro gant

Sofi An Huñseg

 

• Priz: 20€: 15€ staj + 5€ skodenn vloaziek KEAV (degasit ho piknik ganeoc'h evit ar Sadorn kreisteiz)

•Evit bout efedus e vo degemeret 15 den d’ar muiañ.

• Palioù ar staj :

  • Deskiñ teknikoù kan
  • Deskiñ sonennoù : da selaou, da zañsal, da gerzhout en ur vont da vale.
• Program ar staj :
  • Adal 9 eur hanter : degemer
  • 10 eur- 10 eur ha kard : teknikoù kan
  • 10 eur ha kard : sonennoù d’ar-poz, sonennoù da vale ha da zañsal
  • ...
  • Echu da 5e

 

Na zisoñjit ket :

  • un dra evit enrolliñ,
  • un tas evit tapet kafe pe te, ul loa vihan,
  • da bep hani da zegas evaj ha boued ar Sadorn kreisteiz

 

 

 

 

Titouroù ha fichenn-enskrivañ

 

Stumm .pdf

 

 

Evit ma vo kadarnaet hoc'h enskrivadur kasit anezhañ a-gevret gant ho chekenn da Keav en a-raok : KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER.

Titour oc’hpenn : 06 72 44 13 62  Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.

 

  logo_facebook.jpg

Evit mont d'ar staj:

Kit betek Porzh-Loeiz (59290). War parkva "la maison du plancton" e c'hallit leusket hoc'h oto ha mont war-droad betek ar sal. 

CJA Port Loeiz

 

 

Tud nammet:

Mont e darempred ganimp evit studial ho koulenn hag an ezhommoù kempouezañ: 02 98 95 59 31

 

Stummadur dibaouez:

Ar stajidi a c’hall goulenn ma vo paeet o staj dezhe gant stummadur dibaouez o embregerezh. Savet e vo un emglev etre o embregerezh ha KEAV.  A-raok kas o fichenn-enskrivañ e rank ar stajidi mont e darempred gant ar c'henurzhierezh (Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.).

 

Kenweturiñ:

Gallout a rit en em aozañ gant al lec'hienn: 

 https://www.bev.bzh/

 


 War-lerc'h ar staj

 Lakaet e vo amañ ar fotoioù kemeret gant ar stajidi da gas da : Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breton, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp e-lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget hini emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz e lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a Vro-Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh