Mont war-raok,
Bevañ e brezhoneg
Kastellin
6-12 a viz Gouere
13-19 a viz Gouere
Diwallit ! N'eus plas ebet ken nag evit ar sizhun gentañ nag evit an eil !
Petra vo graet gant KEAV - Staj-hañv
Evezhiadennoù hollek
1 . Ar brezhoneg eo yezh ar staj.
Staj KEAV a zo ur bodad tud laouen oc’h en em gavout asambles evit klevet ha komz brezhoneg a-hed an devezh hag e-pad ur sizhun, pe div, evit bevañ e brezhoneg hag evit reiñ tro d’an deskarded da zeskiñ ar brezhoneg o soubañ enni a-hed an amzer.
Anez gouzout diazezoù kentañ ar brezhoneg (ur bloavezh studi pe zaou) n’hall ket staj KEAV digas frouezh d’an den. D’ar gwir zeraouidi e tegasomp da soñj e vez aozet stajoù evite er memes mare.
2 . Ar c’hentelioù war ar brezhoneg diouzh ho live hag ar c’hentelioù er rummadoù war temoù, war un danvez
E pep hini eus an div sizhun e rank an den dibab etre :
studiañ brezhoneg e kentelioù aozet e kentelioù a strolladoù bihan diouzh e live,
pe
heuliañ kentelioù en ur rummad hag a bleustro war un danvez bennaket a vo diskleriet deoc’h pelloc’h.
2 . 1 . Ar c’hentelioù war ar brezhoneg e strolladoù bihan diouzh o live
Renket hag aozet e vez ar c’hentelioù-se diouzh live ar stajidi. Dre testennoù pe c’hoarioù e vez studiet brezhoneg : ar c’heriaoueg, ar yezhadur hag an distagadur diouzh dioare pep kelenner. Lakat mod pe vod ar skolidi da gaozeal diouzh o live eo ar pal.
An dud ne ouzont ket kompren pe kaozeal aezet tre ha mat eo o fal en unan eus ar c’hentelioù-se.
Pemp strollad a vo. Strolladoù al live uhelañ a zere mat-tre d’an dud a oar komz, kompren ha skrivañ mat brezhoneg.
>> Evit gouzout hiroc'h, klikit amañ
2 . 2 . Kentelioù ar rummadoù war un tem, war un danvez
Ar re a oar komz, kompren ha skrivañ mat brezhoneg a c’hall en em enskrivañ en ur rummad kentelioù da bleustriñ war un danvez bennaket. N’eo ket un « danvez da zibab e framm ar c’hentelioù ordin » : a-hed an devezh hag a-hed ar sizhun e vo labouret war an danvez-se.
>> DIWALLIT ! Evit ar SIZHUN GENTAÑ, n'eus plas ebet ken, klozet eo an enskrivadurioù, Lakait hoc'h anv en eil sizhun (13-19 a viz Gouere). evit lenn hiroc'h diwar-benn ar sizhun gentañ (6-12 a viz Gouere), klikit amañ
>> evit lenn hiroc'h diwar ar SIZHUN 2 (13-19 a viz Gouere), klikit amañ
3 . An danvez skolaerien/kelennerien
Prantadoù labour a bedagogiezh a vo aozet e-pad ar staj evit an danvez skolaerien/kelenerien.
An danvez skolaerien/kelennerien a vo e staj KEAV ne vezint ket laket en ur strollad ispisial : pep hini nê a vo en ur strollad diouzh e live. Ar re a oar mat-tre kompren, komz ha skrivañ brezhoneg a c’hallo, ma karont, mont en ur rummad war un danvez…
Prantadoù labour war ar bedagogiezh a vo aozet e mareoù ma ne vo kentel ebet, e mareou ma vo kinniget c’hoarierezh diret.
>> Evit gouzout hiroc'h, klikit amañ
4 . Ar vugale
Degemeret e vez bugale e staj KEAV. Ne vez ket degemeret bugale a vefe o-unan avat : graet e vez war-dro bugale ar stajidi e-pad ar c’hentelioù gant m’o defe un oad zo.
Degemeret e vez ar vugale a zo etre 6 vloaz ha 14 vloaz en un doare en div sizhun hag ar re a zo etre 3 bloaz ha 6 vloaz en un doare all, met en eil sizhun nemetken
4 . 1 . Ar vugale a zo etre 6 vloaz ha 14 vloaz
Degemeret e vez ar vugale a zo etre 6 vloaz ha 14 vloaz en ur « ALSH » (Accueil Loisirs Sans Hébergement e galleg) a reont «kreizenn ar vugale» diouti. Digor eo an "ALSH" etre 9e ha 5e evit an obererezhioù gant un diwallerezh adalek 8e30 ha betek 5e 30 d'an noz. Evit pred kreisteiz e chom ar vugale dindan kiriegezh ar "greizenn" evit ma yafent war-raok gant ar brezhoneg ouzh taol ha krouiñ ur spered a-stroll etre ar vugale, hag etre ar vonitourien hag ar vugale.Da goan e c'hall ar vugale bezañ gant o zud ha lakaat ar pezh o deus desket e pleustr.
Dizale e c'hallor gouzout dre ar munud ar pezh a vo graet er rummad-mañ
4 2 . Ar vugale etre 3 vloaz ha 6 vloaz
Ne vez ket degemeret ar vugale yaouankoc’h eget 6 vloaz e gwirionez (ar reolennoù degemer a zo disheñvel), ne vez aozet netra ispisial, met ur rummad ez eus hag a zegemer an dud gant o bugale etre 3 ha 6 vloaz : « Brezhoneg er familhoù ». An dud a rank gouzout an elfennou diazez eus ar brezhoneg evel evit forzh peseurt strollad e staj KEAV hag ar bugel gouzout un disterañ ivez...
Ar gerent a ranko, ober war-dro o bugel pe o bugale a-hed an devezh met degemeret e vez ar vugale er c’hentelioù evit kemer perzh enne. Evit gouzout hiroc’h, sellit ouzh ar rummad « Brezhoneg er familhoù » er rann « Ar c’hentelioù war temoù, war un danvez »
Dizale e c'hallor gouzout dre ar munud ar pezh a vo graet er rummad-mañ
5 . Ar brezhoneg er familhoù
Ur rummad kentelioù a zegemer tud gant o bugale oadet etre 3 ha 5 bloaz da bleustriñ war ar vuhez ordin e brezhoneg. an dud a rank gouzout un tammig ar brezhoneg hag ar vugale un tammig bihan memestra. An dud n’o deus ket a vugale c’hoazh met a zo e soñj kaout dioute ha desevel anezhe e brezhoneg a vo degemeret ivez.
Sellit ouzh ar pennad diwar-benn « Ar brezhoneg er familhoù » e lodenn « ar c’henteliou e rummadoù war un tem »
6 . An oberezhioù, ar c’hoarierezhioù e-maez ar c’hentelioù
Er maez eus ar c’hentelioù e vez kinniget d’an holl :
da greisteiz, un hanter eur kan an holl asambles, o tañsal a-wechoù diouzh kinnig an hini a ra war-dro ,
goude pemp eur (hervez an deizioù), pourmenadennoù, ober sport, mont da welet tud eus ar vro, kemer perzh e kaozeadennoù, e c’hoarioù, e stalioù-labour a bep seurt, sellet ouzh filmoù…
Goulennoù ordin / Diwar-benn ar staj, klikit amañ
FOLLENN_ENSKRIVAN_2014.pdf (897 Downloads) KEAV-Pleg-Dibleg_1.pdf (809 Downloads)