Un dibenn-sizhun e-kreiz ar vro d'an 5, 6, 7 a viz Ebrel evit ar familhoù hag an dud gour a zeuio hep bugel
Deuit da vevañ e brezhoneg e-pad un dibenn-sizhun !
Familhoù gant bugaligoù ha bugale vrasoc’h - Tud deuet
Mise en page à effectuer + liens
Gwener 05/04/2019
5e 1/2 - 6 e 1/2 : degemer ar vugale gant o zud hag an dud deuet all
6e 1/2 : banne digor-kalon, 7e : piknik, degaset gant pep hini
8e abadenn sonerezh evit ar vugale hag an dud deuet gant Mona Jaouen
Sadorn 06/04/2019
8e30→9e30 : dijuni
10e : evit ar vugale gant o zud : labour-dorn, tresañ, livañ war ar tem «red an dour», levrioù
evit an dud deuet : pourmen tro-war-dro
12e30 : merenn, pourvezet gant ar greizenn
Strollad ar vugale (ar gerent a vo e-karg d’o bugale) :
2e→3 e : kousk-aez evit ar re vihanañ ; prantad sioul evit ar vugale vrasañ : labour-dorn, tresañ, livañ war tem red an dour, levrioù
adalek 3eur 1/2 : mont betek ar stêr hag ober gant ar pezh a vo bet fardet diouzh ar mintin, gant un den eus ar gevredigezh «Dour ha Stêrioù e Breizh», merenn-vihan
Strollad an dud deuet :
2e→5 Pourmen a-hed ar stêr ambrouget gant un den eus ar gevredigezh «Dour ha Stêrioù e Breizh»
Evit an holl :
6e1/2 : banne digor-kalon
7e : koan, pourvezet gant ar greizenn.
8e 1/2 Sonerezh ha fest-Noz gant Gwenhael hag e strollad
Sul 07/04/2019
8e30→9e30 : dijuni
10e→kreisteiz : evit ar vugale gant o zud : labour-dorn, tresañ, livañ war ar tem «red an dour», levrioù pe mont da bourmen
evit an dud gour : gweladenn heñchet an ekomirdi milin Kerouad e Kommanna
12e30 : merenn, pourvezet gant ar greizenn
2e→3e : kousk-aez evit ar re vihanañ, c’hoarioù evit ar vugale vrasañ hag an dud gour a-gevret
3e30 : bilañs 4e : fin ar staj
Priz an dibenn-sizhun
Gant : dijuni, merenn ha koan ar Sadorn, dijuni&merenn ar Sul + bod ar Gwener hag ar Sadorn noz. Da bet hini da baeañ ar gwin evet ouzh taol.
Da zegas : piknik ar Gwener noz, ur sac’h kousket, ul liñsel dindan.
Priz leun : un den gour gant 1 bugel ouzhpenn 4 bloaz : 80 €, gant 2 vugel :100 €, un den gour 55 €, 10 € dindan 4 bloaz. Priz digresket pe prizioù all, deuit e darempred ganeomp.
Lakait hoc’h anv a-raok an 20 a viz Meurzh mar plij (pe a-raok ma c’hallit)
Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser. 06 06 45 85 08, Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.
Plijadur a vo e brezhoneg gant ar re vihan hag ar re vras !
resisadurioù : klikit amañ