Un dibenn-sizhun e-kreiz ar vro d'an 2, 3, 4 a viz Du evit ar familhoù hag an dud gour a zeuio hep bugel
Deuit da vevañ e brezhoneg e-pad un dibenn-sizhun !
Familhoù gant bugaligoù ha bugale vrasoc’h - Tud gour
Mise en page à effectuer + liens
Deuit da vevañ e brezhoneg e-pad un dibenn-sizhun !
Familhoù gant bugaligoù ha bugale vrasoc’h - Tud gour
Gwener 02/11/2018
5eur-6 eur : degemer ar vugale gant o zud hag an dud gour all
6e 1/2 : banne digor-kalon, 7e : piknik, degaset gant pep hini
8e abadenn sonerezh evit ar vugale hag an dud gour gant Katell ha Fred
Sadorn 03/11/2018
8e30→9e30 : dijuni
10e : evit ar vugale gant o zud : labour-dorn, tresañ, livañ war tem ar stered, levrioù
evit an dud gour : gweladenniñ mirdi Vorgium
12e30 : merenn, pourvezet gant ar greizenn (boued bio) :
Strollad ar vugale (ar gerent a vo e-karg d’o bugale)
2e→3 e : kousk-aez evit ar re vihanañ ; prantad sioul evit ar vugale vrasañ : labour-dorn, tresañ, livañ war tem ar stered, levrioù
adalek 3eur 1/2 : pourmen en ur ganañ gant Sofi le Hunsec ha Loig de Châteaubriant, merenn-vihan
Strollad an dud gour :
2e→5 Ergerzhet bro Karaez ha mont da welet brezhonegerien ar vro
Evit an holl :
6e : banne digor-kalon
7e : koan, pourvezet gant ar greizenn (boued bio).
8e : Mont da welet ar stered
9e : Kanañ ha dañsal - Fest-Noz kaset en-dro gant kanerien
Sul 04/11/2018
8e30→9e30 : dijuni
10e→kreisteiz : evit ar vugale gant o zud : labour-dorn, tresañ, livañ war tem ar stered, levrioù
evit an dud gour : atalier kanañ kaset en-dro gant Sofi le Hunsec ha Loig de Châteaubriant
12e30 : merenn, pourvezet gant ar greizenn (boued bio)
2e→3e : kousk-aez evit ar re vihanañ, c’hoarioù evit ar vugale vrasañ hag an dud gour a-gevret
3e30 : bilañS 4e : fin ar staj
Priz an dibenn-sizhun
Gant : dijuni, merenn ha koan ar Sadorn, dijuni&merenn ar Sul + bod ar Gwener hag ar Sadorn noz. Da bet hini da baeañ ar gwin evet ouzh taol.
Da zegas : piknik ar Gwener noz, ur sac’h kousket, ul liñsel dindan.
Priz leun : un den gour gant 1 bugel ouzhpenn 4 bloaz : 70 €, gant 2 vugel : 90 €, un den gour 45 €, 5 € dindan 4 bloaz. Priz digresket pe prizioù all, deuit e darempred ganeomp.
Lakait hoc’h anv a-raok an 20 a viz Here mar plij (pe a-raok ma c’hallit)
KEAV Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser. 06 06 45 85 08, Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.
Plijadur a vo e brezhoneg gant ar re vihan hag ar re vras !
resisadurioù : klikit amañ