logo keav

Deuit da vevañ e brezhoneg e-pad un dibenn-sizhun !

Familhoù gant bugaligoù ha bugale vrasoc’h - Tud deuet

 

brezhoneg er familhou

 

Gwener 01/11/2019

5e 1/2 - 6 e 1/2 : degemer ar vugale gant o zud hag an dud deuet all

6e 1/2 : banne digor-kalon, 7e : piknik, degaset gant pep hini

8 e : abadenn sonerezh evit ar vugale hag an holl , KANevedenn , gant Marion Gwenn, Katell Kloareg, Séverine Valomet

Sadorn 02/11/2019

8e 1/2→9e1/2 : dijuni

evit ar vugale gant o zud :

10e-11e : ober anaoudegezh dre c'hoari, kanañ, dañsal

11e-12e : labour-dorn war tem "Ar Bleizi !"

evit an dud deuet :

10e-12 : Karaez hag hec'h istor, gweladenn heñchet gant Ifig Rémon

12e1/2 : merenn, pourvezet gant ar greizenn

Strollad ar vugale (ar gerent a vo e karg eus o bugale) :

2e→3e 1/2 : kousk-aez evit ar re vihanañ ; prantad sioul evit ar vugale vrasañ : labour-dorn, war tem «Ar bleizi !» , levrioù

adalek 3eur 1/2 : Mirdi ar Bleizi er C'hloastr-Plourin, merenn-vihan

Strollad an dud deuet :

adalek 2e war-zu ar C'hloastr-Plourin, troiad ha Mirdi ar Bleizi

evit an holl :

6e1/2 : banne digor-kalon

7e : koan, pourvezet gant ar greizenn.

8e Sonadeg : kanaouennoù diwar-benn ar bleizi gant Gwenhael hag Izaouen Besnard

9e-1/4 : c'hoarioù evit an holl, ouzh taol (an den-bleiz...)

Sul 03/11/2019

8e30→9e30 : dijuni

10e→kreisteiz :

evit ar vugale gant o zud : tresañ, livañ ha c'hoari, tem «Ar bleizi !», ar fromoù hag ar santadoù

evit an dud gour : mont da welet brezhonegerien eus ar vro

12e 1/2 : merenn, pourvezet gant ar greizenn

2e→3e : kousk-aez evit ar re vihanañ, ur c’hoari evit ar vugale vrasañ hag an dud gour a-gevret gant Sten Charbonneau

3e1/2 : bilañs 4e : fin ar staj

Priz an dibenn-sizhun

Gant : dijuni, merenn ha koan ar Sadorn, dijuni&merenn ar Sul + bod ar Gwener hag ar Sadorn noz. Da bep hini da baeañ ar gwin evet ouzh taol.

Da zegas : piknik ar Gwener noz, ur sac’h kousket hag ul liñsel dindan (pe liñselioù&ur pallenn), botoù-bale pe heuzoù.

Priz leun : un den gour gant 1 bugel ouzhpenn 4 bloaz : 90 €, gant 2 vugel :110 €, un den gour 60 €, 12 € dindan 4 bloaz. Priz digresket pe prizioù all, deuit e darempred ganeomp.

Lakait hoc’h anv a-benn an 17 a viz HERE mar plij (pe a-raok ma c’ha llit)

Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser. 06 06 45 85 08, Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.

Plijadur a vo e brezhoneg gant ar re vihan hag ar re vras !

resisadurioù : klikit amañ

Plijadur a vo e brezhoneg gant ar re vihan hag ar re vras !

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breizhad, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h nag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz en lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh