logo keav

Eil Staj-kan 2024

Staj kan

 

Digor eo d'an holl vrezhonegerien ampart war ar yezh.

 

Ar bloaz-mañ e vo ar staj d'an 12 ha 13 a viz Here e Plouneour Menez kaset en-dro gant

Sofi An Huñseg ha Gi Peñseg

 

• Priz: 60€ (degasit ho piknik ganeoc'h evit ar Sadorn kreisteiz)

•Evit bout efedus e vo degemeret 15 den d’ar muiañ a c'hello chom da gousket e ti Joel Kerne (chomlec'h: An Enez (l'île), Plouneour Menez).

• Palioù ar staj :

  • Deskiñ teknikoù kan
  • Deskiñ sonennoù : da selaou, da zañsal, da gerzhout en ur vont da vale.
• Program ar staj :

Ar Sadorn

➢ Adal 9 eur hanter : degemer

➢ 10 eur- 10 eur ha kard : teknikoù kan

➢ 10 eur ha kard : sonennoù d’ar-poz, sonennoù da vale ha da zañsal

➢ Da noz : fest-noz e ti Joel Kerne

Ar Sul

➢ Adal 9 eur hanter : baleadenn (hervez an amzer) da lakat e pleustr ar sonennoù da vale bet desket d’ar Sadorn (n’ankouezit ket ho potoù)

➢ Adal 2 eur : sonennoù en-dro

➢Echu da 5e

Na zisoñjit ket :

• botoù da gerzhet , ma vo brav an amzer ez aimp da vale en ur soniñ ar Sul vintin,

• un dra evit enrolliñ,

• un tas evit tapet kafe pe te, ul loa vihan,

• Da bep hani da zegas evaj

• Ar re a chom da gousket : ur sac’h kousket ha linselioù

 

 

 

Titouroù ha fichenn-enskrivañ

Stumm .doc

Stumm .pdf

 

 

Evit ma vo kadarnaet hoc'h enskrivadur kasit anezhañ a-gevret gant ho chekenn da Keav en a-raok : KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER.

Titour oc’hpenn : Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.

logo facebook

  

 

Tud nammet:

Mont e darempred ganimp evit studial ho koulenn hag an ezhommoù kempouezañ: 02 98 95 59 31

 

Stummadur dibaouez:

Ar stajidi a c’hall goulenn ma vo paeet o staj dezhe gant stummadur dibaouez o embregerezh. Savet e vo un emglev etre o embregerezh ha KEAV.  A-raok kas o fichenn-enskrivañ e rank ar stajidi mont e darempred gant ar c'henurzhierezh (Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.).

 

Kenweturiñ:

Gallout a rit en em aozañ gant al lec'hienn: 

 https://www.bev.bzh/

Staj-kan 2024

Digor eo d'an holl vrezhonegerien ampart war ar yezh.

Palioù ar staj :

  • Deskiñ teknikoù kan
  • Deskiñ sonennoù : da selaou, da zañsal, Da gerzhout en ur vont da vale.


D'ar sadorn noz, aozet e vo ur filaj gant ar stajidi. Pehini da ganañ pe da soniñ

Ar bloaz-mañ e vo ar staj d'ar 20 ha 21 a viz Ebrel e Plomeur kaset en-dro gant

Loig Jade ha Marie Buord

 

Titouroù ha fichenn-enskrivañ

 

 Resisadurioù diwar-benn ar staj:

"Marie-Aline Lagadig ha Klervi Rivière, mamm ha merc'h, div ganerez eus ar Vro Vigoudenn. 

Ganet ha savet en ur familh troet war ar c'hanaouennoù hengounel hag ar re a veze kanet er « fruturioù », an uzinoù e veze fardet sardin eoul enno. 

Diouzh noz, abred da vintin, a-hed devezhioù hir, pa veze degaset sardin d'an aod, e ranked labourat hep kontañ e/hec'h eurvezhioù hag alies-mat e veze lakaet merc'hed ar fruturioù da ganañ, dezho da zisoñjal o skuizhder, pe kentoc'h, mont dreist o skuizhder.

A bep seurt e veze kanet ganto, peurvuiañ e brezhoneg betek kreiz ar c'hantved paseet : kantikoù a-wechoù met dreist-holl kanaouennoù a ree goap eus merc'hed ar fruturioù all, kanaouennoù kaset a rummad da rummad, kanaouennoù a gaver er Vro Vigoudenn nemetken pe stummoù lec'hel eus kanaouennoù anavezet e Breizh-Izel pe Breizh a-bezh. 

Beajiñ a raimp asambles en Istor gant gwerzioù, tonioù da zañsal ha reoù all c'hoazh, diouzh imor ar re a gaso ar jabadao. 

Mont a raimp ivez d'ober anaoudegezh gant tonioù dastumet e Plozeved gant Donatien Laurent er bloavezhioù tri-ugent.

 

Na chomit ket re bell a-barzh ober ho soñj ; degemeret e vimp gant Magali en ur jit brav-kenañ met an niver a blasoù zo kalz bihanoc'h eget ar blijadur a vevimp eno asambles."

 

Diwallit! 10 plas zologo facebook

 

 

 

Tud nammet:

Mont e darempred ganimp evit studial ho koulenn hag an ezhommoù kempouezañ: 02 98 95 59 31

 

Ar stummadur dibaouez

Ar stajidi a c’hall goulenn ma vo paeet o staj dezhe gant stummadur dibaouez o embregerezh. Savet e vo un emglev etre o embregerezh ha KEAV.  A-raok kas o fichenn-enskrivañ e rank ar stajidi mont e darempred gant ar c'henurzhierezh (Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.).

 

Kenweturiñ:

Gallout a rit en em aozañ gant al lec'hienn: 

 https://www.bev.bzh/

Staj-kan 2023

Digor eo d'an holl vrezhonegerien ampart war ar yezh.

Palioù ar staj :

  • Deskiñ teknikoù kan
  • Deskiñ sonennoù : da selaou, da zañsal, Da gerzhout en ur vont da vale.


D'ar sadorn noz, aozet e vo ur filaj gant ar stajidi. Pehini da ganañ pe da soniñ

Ar bloaz-mañ e vo ar staj d'ar 15 ha 16 a viz ebrel e Amzer Nevez Plañvour kaset en-dro gant

Sofi le Hunsec ha Serge Bozec.

Resisadurioù amañ

 

Stummadur-dibaouez

Ar stajidi a c’hall goulenn ma vo paeet o staj dezhe gant stummadur dibaouez o embregerezh. Savet e vo un emglev etre o embregerezh ha KEAV.  A-raok kas o fichenn-enskrivañ e rank ar stajidi mont e darempred gant ar c'henurzhierezh (Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.).

Staj kanañ 2019

Staj kanañ 01 2020

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breizhad, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h nag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz en lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh