Daoust d'an niver bras a-walc'h a gampoù kinniget e Breizh a-bezh a-hed ar bloaz, e chom kamp KEAV zisheñvel meurbet diouzh ar c'hampoù all evit meur a abeg.
Da gentañ reolenn ar « brezhoneg hepken » eo lezenn ar c’hamp. Abaoe an deroù, abaoe kentañ kamp KEAV ez eo ar brezhoneg yezh nemeti ar staj, n’eo ket e-pad ar c’hentelioù hepken, met an devezh-pad (hag an nozvezh-pad zoken !), e pep degouezh a zo : e-pad ar predoù, ar pourmenadennoù, ar c’han, an dañs, ar gweladennoù, ar c’hoarioù, ar beilhadegoù hag en oaled ar c’hamp…
D’an eil, er-maez eus ar c’hentelioù, e vez kinniget obererezhioù a bep seurt a-hed an deiz pe dost d’ar stajidi : n’eus ket kalz a amzer vak d’ar re a zo kontant kemer perzh en holl anezhe. Pep hini zo un digarez d’ober gant ar brezhoneg. E-touez an obererezhioù-se, menegomp : kaozeadenn etre ar stajidi, pourmenadennoù, atalieroù, kan, prezegennoù war danvez pe zanvez, mont da welet tud deus ar vro.