"Mont war-raok, Bevañ e brezhoneg"
Kastellin 09-15 ha 16-22 a viz Gouere 2023
Plaketenn : amañ Paperenn-enskrivañ : amañ Treuzvankadenn : amañ
Titouroù, enskrivadurioù : 02 98 95 59 31 - Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.
Plijus e vo !
Evezhiadennoù hollek
1 . Ar brezhoneg eo yezh ar staj.
Staj KEAV a zo ur bodad tud laouen oc’h en em gavout asambles evit klevet ha komz brezhoneg a-hed an devezh hag e-pad ur sizhun, pe div, evit bevañ e brezhoneg hag evit reiñ tro d’an deskarded da zeskiñ ar brezhoneg o soubañ enni a-hed an amzer.
Anez gouzout diazezoù kentañ ar brezhoneg (ur bloavezh studi pe zaou) n’hall ket staj KEAV digas frouezh d’an den. D’ar gwir zeraouidi e tegasomp da soñj e vez aozet stajoù evite er memes mare.
2 . Ar c’hentelioù war ar brezhoneg diouzh ho live hag ar c’hentelioù er rummadoù war temoù, war un danvez
E pep hini eus an div sizhun e rank an den dibab etre :
studiañ brezhoneg e kentelioù aozet e kentelioù a strolladoù bihan diouzh e live, pe heuliañ kentelioù en ur rummad hag a bleustro war un danvez bennaket a vo diskleriet deoc’h pelloc’h.
2 . 1 . Ar c’hentelioù war ar brezhoneg e strolladoù bihan diouzh o live
Renket hag aozet e vez ar c’hentelioù-se diouzh live ar stajidi. Dre testennoù pe c’hoarioù e vez studiet brezhoneg : ar c’heriaoueg, ar yezhadur hag an distagadur diouzh doare pep kelenner. Lakat mod pe vod ar skolidi da gaozeal diouzh o live eo ar pal.
An dud ne gomprenont ket re vat pe n'int ket gouest da gaozeal aezet-tre eo o flas en unan eus ar c’hentelioù-se.
Pemp strollad a vo. Strolladoù al live uhelañ (ar strolladoù 4 ha 5 da gustum) a zere mat-tre ouzh an dud a oar komz, kompren ha skrivañ mat brezhoneg.
2 . 2 . Kentelioù ar rummadoù war un tem, war un danvez
Ar re a oar komz, kompren ha skrivañ mat brezhoneg a c’hall en em enskrivañ en ur rummad kentelioù da bleustriñ war un danvez bennaket. N’eo ket un « danvez da zibab e framm ar c’hentelioù ordin » : a-hed an devezh hag a-hed ar sizhun e vo labouret war an danvez-se.
Evit lenn hiroc'h diwar-benn ar rummad:
- Sizhun gentañ
- Distagadur Pouez-Mouezh, resisadurioù : amañ
- C'hoariva, resisadurioù :amañ
- Istor Breizh - Gwerzaouiñ, resisadurioù : amañ
- Skrivañ filmoù, resisadurioù : amañ
- Kazetenniñ gant Radio Kerne, resisadurioù : amañ
- Kembraeg, resisadurioù : amañ dizale
- Eil sizhun
- Distagadur Pouez-Mouezh, resisadurioù :amañ
- Sevel skridoù, resisadurioù : amañ dizale
- Skolig al Louarn resisadurioù : amañ
- C'hoarioù roll, resisadurioù : amañ
- Deskiñ kontañ marvailhoù, resisadurioù : amañ
- Brezhoneg er familhoù, resisadurioù : amañ hag amañ c'hoazh
3 . An danvez skolaerien/kelennerien
Prantadoù gouestlet d'ar bedagogiezh a vo aozet e-pad ar staj evit an danvez skolaerien/kelenerien.
An danvez skolaerien/kelennerien a vo e staj KEAV ne vezint ket laket en ur strollad ispisial : pep hini nê a vo en ur strollad diouzh e live. Ar re a gompren mat hag a oar komz ha skrivañ brezhoneg a c’hallo, ma karont, bezañ en ur rummad war un danvez…
Fichenn Skoazell KEAV e traoñ ar bajenn-mañ.
4 . Ar vugale, ar grennarded, ar familhoù
4 . 1 . Ar vugale a zo etre 6 vloaz ha 13 vloaz
Degemeret e vez ar vugale a zo etre 6 vloaz ha 13 vloaz en ur « ALSH » (Accueil Loisirs Sans Hébergement e galleg) reomp «kreizenn ar vugale» diouti. Digor eo an "ALSH" etre 9 e eur ha 5 eur evit an obererezhioù gant un diwallerezh adalek 8 eur 30 diouzh ar mintin betek 5 eur hanter d'enderv. Evit pred kreisteiz e chom ar vugale dindan giriegezh ar "greizenn" evit ma yafent war-raok gant ar brezhoneg ouzh taol hag evit reiñ an tu deomp da grouiñ ur spered a-stroll etre ar vugale, hag etre ar vonitourien hag ar vugale. Da goan e c'hall ar vugale bezañ gant o zud ha lakaat ar pezh o deus desket e pleustr. Dizale e c'hallor gouzout dre ar munud ar pezh a vo graet er rummad-mañ.
-
- Plaketenn ar greizenn-dudi : resisadurioù : amañ
- Fichenn-didouroù da zegas : amañ aotreargerent; fichenn-enskrivañ; folenn yec'hed
4 . 2 . Ar vugale dindan 6 vloaz : Ar brezhoneg er familhoù
Fellout a ra deomp skoazellañ an tadoù hag ar mammoù a oar brezhoneg un tamm ha ne gredont ket ober da vat ganti er gêr c’hoazh.
Ar rummad kentelioù « Ar brezhoneg er familhoù» a zegemer tud gant o bugale oadet dindan 6 vloaz peurgetket evit pleustriñ war ar vuhez ordin e brezhoneg. An dud gant bugale koshoc'h ha c'hoant ganto tremen amzer e brezhoneg asambles gant o bugale a vo degemeret ivez.
Degemeret e vo tud divugel ivez, c’hoant ganto da zesevel o bugale da zont e brezhoneg, hag ivez an dud o labourat war dachenn ar bugaligoù.
Labouret e vo e prantadoù berr, war demoù tost ouzh ar vuhez pemdez ; aozet e vo pourmenadennoù, c’hoarioù a-stroll, desket kontañ istorioù ha rimadelloù
-
- Framm an devezh : amañ
- Evit gouzout hiroc'h : amañ
- Fichenn-enskrivañ hag aotreoù : amañ aotreargerent; fichenn-enskrivañ; folenn yec'hed
4 . 3 . Ar grennarded
Ar grennarded a gemero perzh en ur raktres diwar-benn bed ar radio d'an enderv hag e c’hoarioù pedagogel d'ar mintin, er sizhun gentañ. Yezh ha Dudi!
-
- Evit gouzout hiroc'h : amañ
- Fichenn-enskrivañ hag aotreoù : amañ aotreargerent; fichenn-enskrivañ; folenn yec'hed
5 . An oberezhioù, ar c’hoarierezhioù e-maez ar c’hentelioù
Er maez eus ar c’hentelioù e vez kinniget d’an holl :
da greisteiz, un hanter eur kan an holl asambles, o tañsal a-wechoù diouzh kinnig an hini a ra war-dro ,
goude pemp eur (hervez an deizioù), mont da bourmenn, ober sport, mont da welet tud eus ar vro, kemer perzh e kaozeadennoù, e c’hoarioù, e stalioù-labour a bep seurt, sellet ouzh filmoù…
Goude koan : kaozeadennoù, sonerezh, c'hoariva, beilhadegoù a bep seurt.
Goulennoù ordin / Diwar-benn ar staj, klikit amañ
6 . Ar stummadur dibaouez
Ar stajidi a c’hall goulenn ma vo paeet o staj dezhe gant stummadur dibaouez o embregerezh. Savet e vo un emglev etre o embregerezh ha KEAV. A-raok kas o fichenn-enskrivañ e rank ar stajidi mont e darempred gant ar c'henurzhierezh (Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.).
Pezhioù-stag da bellgargañ :