Tud a youl vat ac’h a d’ober skipailh kelennerien KEAV, ne vezont ket paeet. Kalz anezhe a vez bep bloaz er c’hamp, o kelenn hag o sikour da vuheziñ anezhañ ; feal e chomont d'ar spered a oa gant an dud o devoa krouet ar c’hamp kentañ e 1948.
Klasket e vez sevel ar skipailhoù kelennerien evit pep strollad a-seurt ma vefe kinniget doareoù kelenn liesseurt ha livioù disheñvel eus ar brezhoneg. Al lodenn vrasañ anezhe a zo kelennerien a vicher hag an holl anezhe, pe e vefent kelennerion a vicher pe get, o deus prenet skiant hag o deus kelennet a-raok, er skolioù pe er skolioù-noz.
Ouzhpenn ar skol-hañv e vez kinniget un devezh-studi gant KEAV bep bloaz, da vare vakañsoù an Ened (vakañsoù Meurlarjez), d'ar gelennerion ha d’ar re a gar, evit gwellaat o doareoù da gelenn ha reiñ dezhe muioc'h a varregezh evit al labour a vez graet e-pad ar skol-hañv.