logo keav


 

BEF NAONED 2 

 

Nevez-amzer 2025:

An dibenn-sizhun nesañ gant Brezhoneg er Familhoù a vo 

adalek ar Gwener 2 betek ar Sul 4 a viz Mae

 cropped cropped logo

e kreizenn Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan (Naoned)

  

 

Plaketenn ha fichenn enskrivañ amañ:

BEF NA 25 A4

.PDF 

BEF NA 25 A4

.DOC

 

 

 Enskrivadur en-linenn:

Plasoù a zo c'hoazh! Na c'hortozit ket ar mare diwezhañ evit lakaat hoc'h anv!

Betek ar 24/04/25 e c'hallit lakaat hoc'h anv. Goude se pellgomzit d'ar genurzhierez evit bezañ sur e chom plas: 06 22 53 13 21

 

 

Klikit amañ evit lakaat hoc'h anv en-linenn

Enskrivadur en linenn

 Ur rekepise ho po evit kadarnaat hoc'h enskrivadenn. Ma n'ho peus ket bet netra dindan ur sizhunvezh, kasit ur postel dimp.

 

 

Titouroù : Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.

 

Programm (resisadurioù a vo war blas)

Gwener noz: gallout a rit dont adalek 5e30. Degasit ho pred ganeoc'h evit koan gentañ. Ar boued a vo pourvezet gant Yezhoù ha Sevenadur ha skipailh KEAV war-lerc'h.

Sadorn noz: Fest-noz digor d'an holl vrezhonegerien *.

Sul: echu e vo ar staj tro-dro 4e

 

An dud gour hep bugale a vo degemeret mat evit sikour ar familhoù d'ober war-dro pe komz d'o bugale. Ne vo ket ur programm a-ratozh evite.

 

Da zec'hel soñj: e stajoù Brezhoneg er Familhoù e vez goulennet gant pep hini kemer perzh en aozadur war al lec'h.

 

Framm an dibenn-sizhun

 

Priz: Divizet zo bet gant tud KEAV kinnig ur priz izeloc'h evit ar priz a gousto ar staj da gKEAV. Gant kresk priz ar bod hag ar boued ar bloavezhioù tremenet ez eus bet ur bern familhoù ha n'o doa ket kemeret perzh er stajoù diwezhañ. Kollet e vo un tamm arc'hant ganimp moarvat met gant ar spi e c'hallo dont en-dro familhoù zo ha reiñ kalon dezhe da genderc'hel da desevel o bugale e brezhoneg.

Kinniget e vo d'ar familhoù dont d'an dibenn-sizhun hep chom da gousket. Digor e vo Fest-noz ar Sadorn noz d'an dud gant ma vez komzet brezhoneg gante.

Mar oc'h laouen da reiñ un tamm muioc'h ne vo ket kollet kement gant hor c'hevredigezh. Un distaol e c'hallit kaout diwar an tailhoù evit ho prof. Trugarez vras deoc'h.

 

 Bod, boued hag obererezhioù  Savadur

 Karr-kampiñ

pe dachenn-gampiñ

Dont hep

chom da gousket

 Den gour* 80€ 70€ 60€
 Krennard 13-17 vloaz 60€ 50€ 40€
 Bugel 7-12 vloaz 60€ 50€ 40€
 Bugel 0-6 vloaz 30€ 20€ 20€

*Ur skodenn-vloaziek a vo goulennet digant pep den gour evit bezañ ezel eus KEAV

5€

 Prizioù all evit an dud dilabour, ar studierien... deuit e darempred ganimp.

 

Dafar da zegas ganeoc'h:

  • Pik-nik ar Gwener noz;
  • Heuzioù, botoù bale, dilhad diouzh an amzer;
  • C’hoarioù diavaez / traezh: Mölky, Palez, Bouloù, Bolotennoù, raketennoù ping-pong,…
  • Binviji sonerezh;
  • Un davañjer pep hini (keginet e vo!);
  • Un tapis Yoga (evit atalieroù zo);
  • Tud gant bugale vihan: ur skabell zo aliet.

Evit ar c'hambroù: 

  • Kambroù gant gweleoù simpl:  1 liñsel dindan  90x190 cm
  • Ul liñsel goubenner
  • Ur sac’h kousket

 logo_facebook.jpgInstagrm LogoX Logo

Tud nammet:

Mont e darempred ganimp evit studial ho koulenn hag an ezhommoù kempouezañ: 02 98 95 59 31

 

Stummadur-dibaouez :

Ar stajidi a c’hall goulenn ma vo paeet o staj dezhe gant stummadur dibaouez o embregerezh. Savet e vo un emglev etre o embregerezh ha KEAV.  A-raok kas o fichenn-enskrivañ e rank ar stajidi mont e darempred gant ar c'henurzhierezh (Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.).

 

Kenweturiñ:

Gallout a rit en em aozañ gant al lec'hienn: 

https://www.bev.bzh/


 

  

Adkavit ar strollad war Facebook:

https://www.facebook.com/groups/337841693773762

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breton, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp e-lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget hini emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz e lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a Vro-Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh