Xavier de Langlais, Langleiz e brezhoneg, zo bet unan eus diazezerien KEAV asambles gant Vefa de Bellaing ha Ronan Huon. Daoust ma ne labouras ket pell evit KEAV en deus bet ul levezon vras betek an deiz a hiziv. "Priz Langleiz" a vez roet bep bloaz, alies e-pad skol-hañv KEAV. Fellout a rae dezhañ broudañ an dud da skrivañ hag abalamour da se en deus krouet ur priz lennegel. Ganet e oa Langleiz e 1906 e Sarzhav ha marvet e Roazhon e 1975. Brudet eo abalamour ma'z eo bet unan eus an heverkañ livourien a gemeras perzh e luskad ar Seizh Breur hag ivez abalamour ma skrivas levrioù hag a chom evel mein bont el lennegezh vrezhonek.
War an dachenn sevenadurel e labouras kalz evit peurunvaniñ ar brezhoneg hag e roas e holl nerzh da lakaat degemer dibarded ar gwenedeg er skritur – desket en doa gwenedeg o taremprediñ tud Sarzhav. Rak ne oa ket brezhoneger a-vihanig. Daremprediñ a reas an Emsav er bloavezhioù 25 e Paris hag eno eo e teskas ar brezhoneg lennegel. En Al Liamm niverenn 171, p. 243 , goude marv Langleiz, e kont Ronan Huon penaos e kejas gantañ evit ar wezh kentañ e Skol Sant Jozef e Lannuon. Eno e kont ivez penaos e voe krouet Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerion. (“Ar Vrezhonegerion” hervez an disklêriadur ofisiel bet graet e 1952, ha neket “ar Vrezhonegerien”, ar pezh a ziskouez splann pouez Langleiz hag ar reizhskrivadur unvan kaset war-raok gantañ.) « War-dro pemzek vloaz am boa p'am eus graet anaoudegezh gant va mignon Langleiz , pa lavaran anaouedegezh e fell din lavarout amañ em eus e welet evit ar wech kentañ ha gouezet piv e oa. » Se oa er bloavezh 1937. Chapel gozh skol Sant Jozef Lannuon a oa bet diskaret ha goulennet e oa bet digant James Bouillé (unan eus ar seizh breur hervez Langleiz) sevel an hini nevez. Langleiz a oa bet karget da livañ ur murlivadur divent war ar voger a oa a-drek an aoter hag ivez un Hent ar Groaz tro-dro d'ar chapel. « Gouezet hor boa en un doare bennak, gant hor c'helennerien moarvat, e oa ivez Langleiz ur skrivagner hag a skrive e brezhoneg ha, daoust ma ne blije ket d'an arzour, e oan deuet a-benn da vont er chapel nevez da astenn ma fri ha da deurel un damsell war Langleiz o labourat pignet war e chafodoù. N'eo nemet pa'z on aet d'ober ma studi e Roazhon war-lerc'h ar brezel avat em eus graet anaoudegezh gantañ e gwirionez. D'ar mare-se ez on bet meur a wech en e stal-labour e ru Victor Hugo, e-kichen Palez ar Breujoù, hag e 1947, gant va fae kentañ em boa prenet unan eus e daolennoù. Nebeut a amzer goude hon eus kroget da vezañ mignoned tost e gwirionez p'hon eus kroget da genlabourat asambles. »
« E 1947 e oamp en em gavet e kamp ar BAS (Bodadeg Ar Sonerien) e Sarzhav. Ar c'hamp breizhat nemetañ e oa d'ar c'houlz-se. Eno e kelennen brezhoneg d'ar re a felle dezho. Hogen, ni, brezhonegerion, a gave deomp e oa re a c'halleg er c'hamp ha komzet hor boa a-gevret, Langleiz, Vefa de Bellaing ha me diwar-benn se. Deut e oa neuze d'hor soñj sevel ur c'hamp all ma vije e bal deskiñ ha komz hor yezh. Moarvat hor boa divizet meur a wech war ar gudenn. Em eñvor en em welen gant Vefa en tren o sevel raktresoù. Perak en tren ? N'ouzon ket, dre ma plij din an trenioù marteze. Vefa de Bellaing a lavar din avat e oa dindan ar gwez avaloù ! » Gwir pe get, er bloaz war-lerc'h, e 1948 e voe dalc'het Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion kentañ e Kleder, dindan renerezh Langleiz. « Amzer hon eus bet eta d'en em anavezout ervat e-pad ar pemzek devezh-se a dremenemp bep hañv e lec'h-mañ-lec'h eus ar vro. Labouret ha c'hoariet hon eus asambles, rak Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerien a oa war un dro ur c'hamp dudi hag ur c'hamp labour. Langleiz a gemere perzh e pep tra. Ur mestr e oa war ar c'hoariva ha soñj em eus anezhañ o c'hoari en un doare dispar sketchoù a lakae an holl da c'hoarzhin. Ar sportoù a blije dezhañ ivez hag e welet a ran c'hoazh o kemer perzh en ur redadeg war an aod e Plouhineg er Mor Bihan hag unan all, er mor ar wech-se. An Aotroù Floc'h a oa an hini barrekañ evit neuial, heuliet a-dost gant Langleiz tra ma chomen pell war-lerc'h. Dalc'het en deus d'ober war dro ar c'hamp gant Vefa de Bellaing ha me hep ehan hon tri e-pad c'hwec'h vloaz, eus 1948 betek 1953. Ar bloavezh-se, Langleiz hag a oa o prientiñ livadurioù La Richardais a lezas din e lec'h evel rener. » Pa ne c'hellas ket mui Langleiz ren ar c'hamp e 1954 eta, e kemeras Ronan Huon e garg.
Langleiz, a veze graet Tad ar c'hamp anezhañ, ne’n doa ket dilezet pep tra evit kello-se (gwelet e vez war ar skeudennoù). Ouzhpenn al labour prientiñ ar staj, mont e darempred gant ur rouedad tud anavezet gantañ e Breizh ha tramor ivez, ober bruderezh, klask arc'hant (Kembreiz a veze pedet evit ur bennozh Doue), e rae prezegennoù e-pad ar staj, e kemere perzh en dudiamantoù : sport, choariva, kan (savet en doa kanaouenn ar c'hamp)... Sevel a rae pajenn gentañ al levr aour, gantañ e oa bet treset logo KEAV a implijomp c'hoazh an deiz a hiziv. Harpañ a rae Vefa de Bellaing pa oa ret kavout ur skol evit ar skol-hañv. Eñ an hini a stourmas abalamour d’ar skol-hañv da chom distag eus kement aozadur all a vefe. Ne felle ket dezhañ bezañ paeroniet na gant kelc'hioù keltiek, na gant ar « Ministère de la jeunesse » pe gant ur strollad hag a c'hellfe reiñ ul liv politikel da GEAV : « ...pep hini eus ar re a zeuio d'ar skol-hañv a c'hello magañ ar soñjoù a garo diwar-benn ar gudenn-mañ-gudenn a bolitikerezh... gant na rayo ket a vruderezh politikel e-pad ar staj, e mod ebet, ne vo ket goulennet muioc'h outañ » (lizher da E. Tymen e 1948). Moarvat ez eo eñ ivez en deus pouezet evit startaat al liammoù gant ar Gelted tramor, digeriñ ar c'hamp da gentañ war ar vro tro-dro, ha war ar bed a-bezh. Skoazellañ ar re a fell dezho peurzeskiñ brezhoneg, setu ar pal.
Roet en doa lañs da GEAV daoust ma ne oa ket chomet gwall bell, ha ne voe ket mui gwelet e KEAV, dalc'het ma oa gant e labour, met roet en deus un diazez solut d'ar skol-hañv. Hiziv an deiz c'hoazh ez eus ur priz lennegel, "Priz Langleiz" e anv, hag a vez roet alies e-kerzh KEAV.