logo keav

Keav eus 1948 betek 1998

 Langonned 1963

Ul lodenn eus ar vugale dirak klasoù AR GWIM.

 

Lec'h ma veze tro 50 bugel* o teskiñ skrivañ brezhoneg, istor, douaroniezh, hag un tamm lennegezh evit ar re goshañ, diouzh ar mintin. Goude kreisteiz oa baleadennoù tro war dro asambles gant an dud deuet ha C'hoarioù a bep seurt. Diouzh an noz, beilhadeg evit bihan ha bras. Tro 130 den oa bet er c'hamp-mañ 15 devezh. Ar boued mat, hag ar menaj veze graet gant leanezed ar pañsionad.

*en o zouez oa Familhoù Huon, Denez, Kervella, Olier, Louarn, Etienne...

Dirak: Genovefa Etienne, Tudual Huon gant Uriell Étienne, Kristian Kalvez, Iwan Etienne, Riwall Louarn, Nolwenn Louarn †, Erwan Kervella †, Yann Bouessel Dubourg

Eil renk: Itron Morwenna Denez † (Gwreg Per Denez), Katell Marcinkowski, Gwendal Denez, Malo Louarn †, Lena Louarn, Herle Denez †, Herve...(?)

Trede renk: Mona (?), Manaig Olier, Gizella Etienne, Riwanon Kervella, Gwenael Huon †

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breton, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp e-lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget hini emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz e lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a Vro-Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh